Minoc'h boutin
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Soricomorpha | ||
Kerentiad : | Soricidae | ||
Genad : | Sorex | ||
Anv skiantel | |||
Sorex araneus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar minoc'h boutin (Sorex araneus) a zo ur bronneg bihan eus Eurazia.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez ar bronneged bihanañ emañ ar minoc'hed. War-dro 5-8 cm o hirder hag etre 5 ha 15 g o mas.
Gallout a reer o anavezout gant stumm begek o moj.
Gell-du pe du eo liv o feur war o c'hein hag arwenn war o c'hof.
Bevoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lontek int ha debriñ a reont bemdez kement ha 80 % eus mas o c'horf.
Kigdebrerien int hag en em vagañ a reont diwar amprevaned hag artropoded all, buzhug, blotviled ha gagnoù.
Kavout a reont o boued a-hed ar bloaz noz ha deiz hag e reont o neizh dindan an douar pe dindan restadoù plant er strouezheg, parkeier, liorzhoù, koadeier pe girzhier.
O ziriad a ra 370-630 m² hag e chomont ennañ d'o vevañ, nemet pa klaskont ur gevelerez/ c'heveler d'en em barat.
An dougen a bad 25 deiz ha ganet e vez 6 pe 7 hini bihan e pep torad. Gallout a ra ur minoc'h kaout reoù bihan betek 3 pe 4 gwech ar bloaz.
Gouest eo ar minoc'h da ezteurel ultrasonioù evit argas e enebourien. Dantañ a ra p'en em gav enket.