Mina
Mina a zo un anv-bihan e meur a yezh, pe ur berranv diwar anvioù all.
Berranv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a ra Mina bezañ berrstumm an anvioù Wilhelmina, Hermina, Carmina pe Assimina.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mina Karadžić (1828-1894), barzhez serb,
- Mina Loy (1882–1966), barzhez saoz,
- Mina Mazzini (ganet e 1940), kanerez italian,
- Mina Kostić (ganet e 1969), kanerez serb folk,
- Mina Papatheodorou-Valyraki, livourez c'hresian,
- Mina Witkojc (1893-1975), barzhez sorabek.
Egipt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mina pe Meina a zo un anv-bihan roet d'at baotred gant ar Gristenien Kopt egiptat.
E kopteg e talv Mina kement ha den youlek, engouestlet pe mennet.
Arabeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mina, Minnah, Meena ( مِنّة : Minnah, Minna, Menna, [ˈmen.næ]) a zo un anv-bihan gwregel arabek tennet diwar an anv-bihan "Amina". Met gallout a ra ivez bezañ an anv persiat Mina (gwelet dindan).
- Mina El Hammani (g. e 1993), aktourez marokat ha spagnol
- Menna Shalabi (g. e 1982), aktourez ejiptat
Bangladesh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a ra Meena/Mina (মীনা/মিনা) dont eus ar perseg pe ar sanskriteg, pe bezañ ur berranv eus an anv-bihan arabek "Amina". Stank e kaver an anv-merc'hed Meena e Bangladesh.
Sina
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mina zo un anv-bihan sinaek. Gallout a ra bezañ skrivet 米娜, 蜜娜 ha 密娜. "Na" (娜) zo un arouezenn voaz en anvioù merc'hed sinaek.
- Mina Shum (g. e 1966), filmaozerez dizalc'h kanadian
Kambodia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mina a zo un anv-bihan evit an div reizh hag a dalv miz Meurzh e kmereg.[1] Skrivet eo មីនា.
India
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meena zo un anv-bihan indian roet d'ar merc'hed.
Japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mina zo un anv-bihan japanek roet d'ar merc'hed. Gallout a ra bezañ skrivet e meur a zoare e kanji, en o zouez 美奈, 美那, 南 ha 未菜.[2]
- Mina Asami (g. e 1958), aktourez japanat
- Mina Fukui (g. e 1984), aktourez japanat
- Mina Harigae (g. e 1989), golferez japanat
- Mina Matsushima (g. e 1991), nijerez japanat
- Mina Myoi (g. e 1997), kanerez japanat, ezelez ar strollad Twice
- Mina Ōba (g. e 1992), aktourez ha kanerez japanat
- Mina Shirakawa (g. e 1987), gourenerez vicherel
- Mina Tanaka (田中 美南 - g. e 1994), melldroaderez japanat
- Mina Watanabe (渡邉 美奈 - g. e 1985), judoka japanat
Korea
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mina, Meena ha Minah zo doareoù liesseurt da skrivañ daou anv-bihan koreanek disheñvel gant al lizherenneg roman.
Evit an anv Min-a (민아) ez eus 27 hanja distaget "min" ha 20 hanja distaget "a" hervez roll ofisiel gouarnamant Sukorea an hanja a c'hall bezañ implijet evel anvioù-bihan.[3]
- Bang Min-ah (g. e 1993), kanerez sukorean, ezelez eus ar strollad Girl's Day
- Shim Mina (g. e 1972), kanerez sukorean
- Jung Mina (g. e 1979), sonerez sukorean
- Shin Min-a (g. e 1984), aktourez sukorean
- Kwon Mina (g. e 1993), kanerez sukorean, ezelez eus ar strollad AOA
- Jung Min-ah (g. e 1994), aktourez sukorean
- Kang Min-ah (g. e 1997), aktourez sukorean
Evit an anv Mi-na (미나) ez eus 31 hanja distaget "mi" ha 16 hanja distaget "na" hervez roll ofisiel gouarnamant Sukorea an hanja a c'hall bezañ implijet evel anvioù-bihan.[3]
- Mina Cho (g. e 1960), skrivagnerez sukorean
- Son Mi-na (g. e 1964), handballerez sukorean
- Meena Lee (g. e 1981), golferez sukorean
- Kang Mi-na (g. e 1999), kanerez sukorean
Perseg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mina (perseg : مینا mīnā) zo un anv-bihan gwregel en Iran, o talvezhout al liv "pers", "oabl glas", "gwezenn pe dilaver glas", "perlezenn-wer" pe "amailh".
Mina eo ivez anv al labous risweer pe myna ('morgh-e-mina' [perseg : مرغِ مينا murgh-i mīnā, hag a dalv "labous Mina"]) hag a adlavar aes kalz sonioù evel mouezh an dud, hag ivez anv ar vleunienn boked Marc'harid ("gol-e-mina" [perseg: گلِ مينا gul-i mīnā, hag a dalv "bleunienn Mina"]).[4]
Skrivet e vez Mine e turkeg.
- Mina Assadi (g. e 1943), barzh iranian
- Mina Nouri (g. e 1951), livour iranian
- Mina Ahadi (g. e 1956), politikour iranian
- Mine Ercan (g. e 1978), c'hoarierez basketball e kador-ruilh turk
Pachtoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meena pe Mina (pachtoueg : مینه) a dalv "karantez" e pachtoueg, ur yezh komzet e reter Iran, Afghanistan hag en diaspora pachtoun[5]
- Meena Keshwar Kamal (1956–1987), stourmerez gwirioù ar merc'hed afghan
Tudennoù faltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mina Ashido en anime ha heuliad manga My Hero Academia,
- Mina Harker (ganet Murray), pennharozez ar romant Dracula gant Bram Stoker.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ The Khmer Calendar | Cambodian Religion, Festivals and Zodiac Astrology (25 a viz Ebrel 2019).
- ↑ Breen, Jim (2011). Japanese Names Dictionary. Electronic Dictionary Research and Development Group. Retrieved on 2 a viz Kerzu 2012.
- ↑ 3,0 ha 3,1 인명용 한자표. Supreme Court. Kavet : 17 October 2013.
- ↑ Steingass, Francis Joseph. "مینا mīnā", A Comprehensive Persian-English Dictionary, Digital Dictionaries of South Asia. University of Chicago. Retrieved on 16 a viz Ebrel 2014.
- ↑ Raverty, H.G.. "مینه mai-nā", A Dictionary of the Puk'hto, Pus'hto, or language of the Afghans, Digital Dictionaries of South Asia. University of Chicago. 955 p. Retrieved on 16 a viz Ebrel 2014.