Mimi Fariña

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Mimi Fariña e 1975

Mimi Baez Fariña (ganet Margarita Mimi Baez, 1945 – 2001) a oa ur ganerez hag un emsaverez stadunanat. Merc'h e oa d'ar fizikour Albert Baez ha c'hoar da Joan Baez.

En 1963, d'he 17 vloaz, e oa dimezet e Pariz d'ar romantour Richard Fariña. Meur a albom folk o deus bet graet, en o zouez Celebrations for a Grey Day e 1965, ha Reflections in a Crystal Wind e 1966. E miz Ebrel 1966 e voe lazhet Richard Fariña en ur gwallzarvoud.

Addimeziñ a reas Mimi e Gwengolo 1968 da Milan Melvin e-kerzh ar Big Sur Folk Festival. Derc'hel a reas da seniñ ha da sonrollañ pladennoù, ha da ober troadoù kanañ gant he c'hoar Joan hag ar c'haner folk Tom Jans.

Skritell evit sonadeg Mimi Fariña e Condon School, en Oregon, e miz Even 1975.

En 1974 e voe savet Bread and Roses gant Mimi Fariña : honnezh a oa ur gevredigezh evit degas sonerezh d'an ospitalioù ha toulloù-bac'h.

Mervel a reas e 2001, en Kalifornia da 56 vloaz, gant ar c'hrign-bev.

He fladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1965: Celebrations for a Grey Day con Richard Fariña, Vanguard Records
  • 1966: Reflections in a Crystal Wind con Richard Fariña, Vanguard Records
  • 1968: Memories with Richard Fariña, Vanguard Records
  • 1971: Take Heart con Tom Jans A&M Records
  • 1985: Mimi Farina Solo Rounder Records
  • 2001: The Complete Vanguard Recordings con Richard Fariña, Vanguard Records

Gwivanoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]