Miloš Zeman

Eus Wikipedia
Miloš Zeman e 2017

Miloš Zeman (ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1944) zo ur politikour tchek, hag a zo prezidant ar Republik Tchek abaoe an 8 a viz Meurzh 2013. A-raok e oa bet Kentañ Ministr ar Republik Tchek etre 1998 ha 2002. E penn ar Strollad Sokialdemokrat Tchek e oa er bloavezhioù 1990, d'ar mare ma oa deuet ar gostezenn-se da vezañ unan vras er vro. Prezidant e voe e Kambr ar Gannaded, kambr izelañ ar Parlamant tchek, eus 1996 da 1998.

E miz Genver 2013 e oa bet dilennet Miloš Zeman da brezidant ar republik, hag an hini kentañ e oa da vezañ dilennet war-eeun gant tud ar vro, rak araozañ e oa bet dilennet Václav Havel ha Václav Klaus gant ar Parlamant. Addilennet e voe e miz Genver 2017.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.