Mont d’an endalc’had

Mildenhall (Wiltshire)

Eus Wikipedia
Mildenhall
kêriadenn, Parrezioù keodedel Bro-Saoz
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadWiltshire, Marlborough Rural District Kemmañ
Kontelezh istorelWiltshire Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°25′26″N 1°41′56″W Kemmañ
Kod-postSN8 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://mildenhallwiltshireparishcouncil.gov.uk/ Kemmañ
Kod pellgomz an takad01672 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySU210696 Kemmañ
Map
Ar stêr Kennett ha tiez Mildenhall

Mildenhall (distaget [ˈmaɪnəl] e saozneg ha skrivet alies Minal gant tud ar vro[1][2]) zo ur gêriadenn hag ur barrez keodedel e Bro-Saoz, e kontelezh Wiltshire, war lez ar stêr Kennet, er reter da gêr Varlborough.

Er barrez e kaver ivez div gêriadenn all, Poulton ha Stitchcombe.

Eno e oa ur c'hreñvlec'h anvet Cunetio da vare ar Romaned, en ur c'hroashent a bouez[3].

Hervez Eilert Ekwall[4] e kaver ar stummoù kozh-mañ : (at) Mildenhale c. 1050 (KCD 832) ; Mitdenhalla, Mudenehalla (Domesday Book) ; Middelhala 1130 ; Mildehal 1158 ; Middehala 1162 P ; Mildenhale c. 1200 (Bodleian).

Talvezout a rafe an anv (at) middle Halh kement hag "e-kreiz an draoñienn".

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz Sant-Yann badezour
  • ar presbital
  • ar pub
  • ur skol a oa etre 1829 ha 1964[5], stumm ur groaz ganti.[6]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (1983) "Parishes: Mildenhall", A History of the County of Wiltshire, Volume 12, Victoria County History. Skol-veur Londrez. 125–138 p. 
  2. "The History of St John the Baptist Minal" Mildenhall Parish Council. Kavet d'ar 14 a viz Kerzu 2022.
  3. Cvnetio Romano-British Town Mildenhall, Wiltshire. www.Roman-Britain.org (28 September 2010). Kavet : 8 October 2016.
  4. Eilert Ekwall (1936) : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names, Clarendon Press, 1960 (ISBN 978-0-19-869103-7)
  5. Protestant Free School, Mildenhall. Wiltshire Council.
  6. "School House (1183528)" war lec'hienn National Heritage List for England, kavet d'ar 4 a viz Genver 2016.