Mont d’an endalc’had

Milblog

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Milblogger)

Ur milblog pe warblog a vez graet eus ul lec'hienn internet, ur blog, pe ur chadenn rouedad sokial (war Telegram da skouer) hag a gomz dreist-holl eus keleier liammet ouzh ur brezel war ober.

Alies e vez an termeniñ warblog oc'h ober dave d'ar fed m'eo an den pe an dud a ra war-dro ar savenn reoù hag a harp unan eus an tuioù engouestlet. An termenadur milblog a ziskouez ez eus ul liamm kreñv etre an aozour hag ar bed milourel.

Rusia zo unan eus ar broioù ma'z eus ar muiañ a vilblogerien (lesanvet voenkory, "kenskriver brezel") goude aloubadeg Ukraina gant Rusia.

Gant ar brezel o padout ez eus bet riñset un darn eus al lec'hiennoù pe chadennoù rouedadoù sokial. Bac'het (Andrey Kurshin, Igor Girkin[1]) ez eus bet milblogerien, lod all zo marvet "dre emlazh" (evel Andrey Morozov), lod all zo marvet hep ma oufed resis piv en doa o lazhet (Vladlen Tatarsky[2]). Ar chadenn c'halloudusañ eo Rybar, ur chadenn Telegram renet gant ar milbloger Mikhail Zvinchuk.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) CNN
  2. (en) The Guadian