Milan Šufflay
Milan Šufflay (1879 e Lepoglava – 18 a viz C'hwevrer 1931 e Zagreb) a oa un istorour, skrivagner ha politiker kroat. Brudet eo e studiadennoù war Albania ha gantañ e voe savet ar romant skiant-faltazi kentañ e kroateg. Lazhet e voe gant servijoù kuzh Yougoslavia.
Studiañ a reas an istor e skol-veur Zagreb, betek tapout un doktorelezh. E-pad e studioù e teskas meur a yezh : galleg, alamaneg, italianeg, saozneg, ar yezhoù sklavek, latin, henc'hresianeg, ha diwezhatoc'h gresianeg modern, albaneg, hebraeg ha sañskriteg. Un istorour brudet e teuas da vezañ, gant e labourioù war istor Kroatia er Grennamzer ha war istor Albania, e dachenn labour pennañ. Displijout a rae d'un toullad broadelourien serb mennozhioù Šufflay hag a lavare e oa Albaniz diskennidi da Illirianed an Henamzer hag e oant diazezet pell zo er Balkanoù, kalz a-raok ar Groated hag ar Serbed.
E 1928, goude muntr ar politiker kroat Stjepan Radić e Parlamant Yougoslavia, e voe embannet ul levrig gant Šufflay, anvet Hrvatska u svijetlu svjetske historije i politike ("Kroatia e sklêrijenn istor ha politikerezh ar bed"), ma skrive e oa gwasket pobl Kroatia gant diktatouriezh Yougoslavia ha ma rankje bezañ dizalc'h. Sellet a rae ouzh ar stêr Drina evel ar vevenn etre Kroatia ha Serbia, hag etre sevenadurezh ar Gornaoueg ha hini ar Reter. Abalamour d'ar soñjoù-se moarvat e voe muntret, e Zagreb, gant servijoù kuzh Rouantelezh Yougoslavia. Ne voe graet enklask ebet evit kavout e vuntrerien. Da-heul e vuntr e voe kaset ul lizher gant Albert Einstein ha Heinrich Mann d'ar C'hevre Etrebroadel evit Gwirioù Mab-Den, e Pariz, da c'houlenn e vije gwarezet gwirioù ar skiantourien groat lakaet en arvar gant ar renad yougoslavat.
Gant Šufflay e voe skrivet ar romant skiant-faltazi kentañ e kroateg ivez. Ne voe embannet nemet e 1998 avat.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1901: Hrvatska i zadnja pregnuća istočne imperije pod žezlom triju Komnena
- 1904: Die Dalmatinische Privaturkunde
- 1913-1918: Acta et diplomata res Albaniae mediae aetatis illustrantia kune kun K. Jireček kaj L. Thalloczy
- 1920: Kostadin Balšić (1392-1401): historijski roman u 3 dijela
- 1925: Srbi i Arbanasi
- 1928: Hrvatska u svijetlu svjetske historije i politike : dvanaest eseja
- 1931: Hrvati u sredovječnom svjetskom viru
- 1998: Na Pacifiku god. 2255.: metagenetički roman u četiri knjige
- 1999: Izabrani eseji, prikazi i članci
- 1999: Izabrani eseji, rasprave, prikazi, članci i korespondencija
- 2000: Izabrani politički spisi