Mont d’an endalc’had

Midnight, the Stars and You

Eus Wikipedia
Al Bowlly,
luc'hskeudennet e miz Here 1935.

Midnight, the Stars and You (Hanternoz, ar stered ha te) a zo ur ganaouenn saoznek, savet gant ar bozierien vreizhveuriat James Campbell ha Reg Connelly hag ar pianoour ha sonaozer stadunanat Henry MacGregor Woods.

Enrollet e voe, evit ar wech kentañ, gant Ray Noble hag e laz-seniñ d'ar 16 a viz C'hwevrer 1934[1] hag Al Bowlly ouzh he c'hanañ. Embannet e voe gant an ti-embann pladennoù Victor d'ar 15 a viz Eost da-heul[2].

Anavezet-mat eo Midnight, the Stars and You gant ar filmgarourien dre ma voe dibabet gant Stanley Kubrick da echuiñ The Shining (1980) : zoumañ a ra ar c'hamera, war e bouezig, betek unan eus al luc'hskeudennoù ouzh moger al leti "Overlook" ha diskouez "Jack Torrance" (Jack Nicholson) e-touez kouvidi ul lid-degemer bet dalc'het... tri-ugent vloaz abretoc'h.

Selaou Midnight, the Stars and You...

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]