Microrhopias quixensis
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Microrhopias quixensis,
luc'hskeudennet e Panamá.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Passeriformes | ||
| Kerentiad : | Thamnophilidae | ||
| Genad : | Microrhopias | ||
| Anv skiantel | |||
| Microrhopias P.L.Sclater, 1862 | |||
| Anv skiantel | |||
| Microrhopias quixensis (Cornalia, 1849) | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Microrhopias quixensis[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Thamnophilidae.
Anvet e voe Thamnophilus quixensis (kentanv) da gentañ-penn (e 1849) gant an naturour italian Emilio Cornalia (1824-1882).
Ar spesad nemetañ er genad Microrhopias an hini eo.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](stad Mato Grosso, Brazil).
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned a bep seurt ha kemer kevnid ivez[2].
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver an dek isspesad[3] anezhañ en un takad hag a ya eus kreisteiz Mec'hiko da greisteiz Amazonia :
- Microrhopias quixensis albicauda, e gevred Perou ha hanternoz Bolivia,
- M. q. bicolor, e kreisteiz-kreiz Brazil,
- M. q. boucardi, eus gevred Mec'hiko da hanternoz Honduras,
- M. q. consobrina, eus reter Panamá da gornôg Kolombia ha kornôg Ecuador,
- M. q. emiliae, e reter-kreiz Brazil,
- M. q. intercedens, e reter-kreiz Perou ha mervent al lodenn eus Amazonia e Brazil,
- M. q. microstictus, e Gwianaoù ha biz Brazil,
- M. q. nigriventris, e kreiz Perou,
- M. q. quixensis, eus kreisteiz Kolombia da reter Ecuador ha biz Perou,
- M. q. virgatus, eus gevred Honduras da gornôg Panamá.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (en) Microrhopias quixensis el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Microrhopias quixensis.

