Michael Wolgemut
Michael Wolgemut (skritur kozh : Wohlgemuth) (1434 – 1519 e Nürnberg) a oa oa ul livour hag un engraver alaman.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne ouezer ket kalz tra diwar-benn buhez Wolgemut. Gant e dad Valentin Wolgemut (marvet e 1469 pe 1470) eo e teskas. E 1472 e timezas gant intañvez al livour Hans Pleydenwurff. Azalek 1491 e labouras e vab, Wilhelm e anv, evel skorer Wolgemut. Tud 'zo a gav dezho e oa barrekoc'h Wilhelm Pleydenwurff evit Wolgemut. E miz Genver 1494 e varvas, padal ne oa ket c'hoazh 30 vloaz. Diaes eo gouzout pe oberennoù a voe savet gantañ, hag oberennoù liesseurt a zo bet lakaet war e gont.
Ouzhpenn e livadurioù ez eo brudet Wolgemut dre ma oa e penn ur stal-labour vras ma veze savet a bep seurt oberennoù, ha ma veze kalz tud o pleustriñ war ar vicher, evel Albrecht Dürer, hag zeskas gantañ etre 1486 ha 1489. Sternioù-aoter ha livadurioù relijiel all a veze savet e stal-labour Wolgemut.
Koadengravadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Wolgemut a voe e penn an arzourien a adlañsas ar c'hoadengraviñ alaman d'ar mare-se, ha pourchas a reas skeudennoù da ginklañ levrioù embannerien Nürnberg. Dispartiet e veze gwerzhet ivez ar skeudennoù bravañ. Heuliañ a rae araokadennoù an engraviñ, dreist-holl evit a selle ouzh ar skeudoù hag ar volumoù. Al lod brasañ eus ar skeudennoù a veze livet a-raok pe goude bezañ bet gwerzhet.
Lod brasañ al labourioù kaset da benn er stal-labour a oa sevel plakennoù koad a servije da sevel koadengravadurioù. Lod brasañ ar pezh a veze produet a oa skeudennoù da ginklañ levrioù, rak kreizenn bennañ ar moullañ e oa Nürnberg en Alamagn d'ar mare-se. E-barzh daou levr bras e kaver skeudennoù savet diwar goadengravadurioù pourvezet gant Wolgemut ha Wilhelm Pleydenwurff. An daou anezho e voe moullet hag embannet gant ti-moullañ Anton Koberger, hag a oa ivez paeron Dürer. Schatzkammer der wahren Reichthumer des Heils eo an hini kentañ (1491); Kronikenn Nürnberg gant Hartmann Schedel (1493) o vezañ an eil hini.
Da gentañ e vo goulennet digant Wolgemut ha Wilhelm Pleydenwurff sevel ar skeudennoù, e 1487-1488. Un eil kevrad a voe aozet d'an 29 a viz Kerzu, enni e oa anv eus ar pajennaozañ ouzhpenn. En ur gevrad all bet savet e 1492 e weler e oa dav da Goberger kavout ur sal gloz a-benn mirout ar bloc'hadoù koad en ur stad vat. Un dresadenn gant Wolgemut, deiziet e 1490, a c'haller gwelout er British Museum. Evel lod brasañ al levrioù bet embannet d'ar mare-se e vo implijet meur a wech ar c'hoadengravadurioù. (Sellout ouzh ar pennad Kronikenn Nürnberg).
Livadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e livadurioù e verzer levezon an arz flamank, ha marteze e veajas da Flandrez. An oberenn gentañ savet gantañ hag anavezet a zo ur stern-aoter peder fanell dezhañ, deiziet e 1465, hag a c'haller gwelout e München. E 1479 e livas stern-aoter iliz Santez Varia e Zwickau, ha paeet e voe 1400 gulden. Bez ez eus c'hoazh anezhañ hiziv an deiz. Unan eus e bennoberennoù eo stern-aoter iliz aogustined Nürnberg hag a zo en ur mirdi hiziv an deiz.
E 1501 e voe kinklet ti-kêr Goslar gant ur rummad livadurioù gant Wolgemut. Ar re ouzh al lein a zo savet war banelloù, re all ouzh ar mogerioù a zo livadurioù tempera war lien. Brudet e voe ivez dre ma oa barrek evit a selle ouzh livañ poltredoù hag a oa gwirheñvel ha leun a vunudoù.
Ral eo oberennoù Wolgemut e diavaez Alamagn : div oberenn (Pontius Pilate o walc'hiñ e zaouarn hag An Diskenn diwar ar groaz) a c'haller gwelout e Royal Institution Liverpool. War a seblant ne savas ket kalz oberennoù e-pad dek vloaz diwezhañ e vuhez. E-touez e oberennoù diwezhañ emañ stern-aoter Schwabach, savet e 1508.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Giulia Bartrum, Albrecht Dürer and his Legacy, British Museum Press, 2002, ISBN 0-7141-2633-0
- Er pennad-mañ ez eus testennoù tennet eus 11vet embannadur an Encyclopædia Britannica, ur vammenn a zo en domani foran.