Mibinell lost gell
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Eupleridae | ||
| Genad : | Salanoia | ||
| Anv skiantel | |||
| Salanoia concolor Saint-Hilaire, 1837 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar vibinell lost gell (Salanoia concolor) zo ur bronneg bihan kigdebrer a vev e koadegoù glaviek biz Madagaskar. Ezel eo da gerentiad an Eupleridae.
Muzuliañ a ra etre 25 ha 30 cm gant ul lost 20-25 cm. Gell eo he blevenn, berr ha ront he divskouarn ha begek he fri.
Un aneval deiz eo. Debriñ a ra amprevaned dreist-holl met gallout a ra tapout krignerien pe raned a-wechoù ivez. En hec'h-unan e vev peurliesañ, met koubladoù a c'heller gwelet ivez.
Ar spesad nemetañ eo er genad Salanoia.