Metion

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Metion (Μητίων, Μητίονος) a oa un haroz eus mojennoù Hellaz kozh.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare zo d'ar vojenn diwar e benn.

En unan e oa mab da Erec'htheüs, roue Aten, ha da Praksitea, merc'h d'ar roue-stêr Kefissos. En un doare all e oa mab da Eupalamus, mab da Erec'htheüs.

Dimezet e oa da Alkipe.

Hervez ar Biblioteka, gant pseudo-Apollodoros, e vibien, Eupalamos, Sikion (Σικυών), ha Daedalos, a ziskaras ar roue Pandion II, e niz, a voe kaset kuit eus Aten.

Diskaret e voe galloud e vibien diwezhatoc'h gant mibien Pandion.

E vibien a vije bet bugale da dud all hervez doareoù all eus ar vojenn.