Metanaat
Un doare da vont naturel ha biologel dre zispenn an danvez organik en un ezvezañs oksijen eo ar metanaat (pe koazhadur anaervevad).
Bevc'haz a en em grou dre ar brosez-se (metan ha CO2 dreist holl). Anvet eo an argerzh-mañ ar gaozhadur aervev. Kavet 'vez ar c'hoarvoud se dre natur e gwernioù ha korfou loened/tud 'zo.
Prosez biologel ar metanaat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre labour mikroboù kavet dre natur en danvezioù organik e en em grou ar bevc'haz. Ezhom o deus ar mikroboù-se eus un ergelc'h ispisial evit bevañ. An ergelc'h pennañ a zo Anvet mezofil da laret eo e vev ar mikrobou d'un tommder eus 37 °C keñver-ha-keñver d'an eil erglec'h (termofil) e lerc'h ma vev mikroboù diheñvel da 55 °C. Difoc'het e vez 3 prentad er grouidigezh gaz teil :
- An hydrolyse hag an acidogénèse
- An acétogenèse
- Ar méthanogenèse
- -> CO2 + 4 H2 → CH4 + 2 H2O
- -> CH3COOH → CH4 + CO2
Estreget an tommder ez eus evit ma c'helfe bevañ ar mikroboù. Ezhomm 'zo kaout un pH hag a vefe etre 6,5 ha 7,2, da laret eo un endro neutr.
Doareoù unvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div doare kreizennoù metanaat a bouez a vez diforc'hied. An diforc'hioù brasañ etre an div rummad 'zo :
- Orin an danvezioù krai a zo disheñvel d'ar peur liesañ
- Al lezennoù e keñver an tiekaaterezh (doare da vont...)
Ar gentañ rummad a vez kavet en ti feurm (Hinienel pe a stroll). E Bro-c'hall hag e Breizh e vezont niverusoc'h niverusañ. Gortoz a ra stad Bro C'hall 1000 kreizenn e 2020.
Krouet 'vez gant ar greizennoù-se litradoù à litradoù bevc'haz a servij d'ar peur liesañ da bouetañ ur c'heflusker.
Gant ar c'heflusker-se e vez graet tredan en ur lakaat ur gas-digas da dreiñ hag aezhenn pe dour tomm en ur implij energiezh termik ar moget diwar devadur ar c'heflusker.
E Bro-C'hall hag e Breizh e vez implijet danvezioù evel foer ar saout, ar yer, ... evit ar brasañ lodenn (<60 % evit ma vefe prenet an tredan ker a walc'h). Peurest an danvezioù a c'hell bezañ restoù edajoù pe geot touzhet, ...
E kontrol Bro-Alamagn (bet ar c'hentañ hini o tirroaň an teknik) e vez implijet foer da gentañ tout er greizennoù.
En eil rummad e vez implijet da gentañ tout lastezioù. Brasoc'h eo ar savadurioù e-keñver reou an ti-feurmoù. Uzinoù indusriel emaint. Meur a teknik krouidigezh bevc'haz hag energiezh disheñvel 'zo.