Mestr ar bloavezhioù 1540

Eus Wikipedia
Poltred ur plac'h yaouank, eoullivadur war banell derv, 1541, Art Gallery of New South Wales

Mestr ar bloavezhioù 1540 a oa ul livour izelvroat a labouras etre 1541 ha 1551. War-dro 30 poltred savet er bloavezhioù-se e vez roet dezhañ. E-touez ar poltredoù a livas emañ hini Gillis van Shoonbeke (gward ospital en Antwerpen), ar pezh a ziskouez e labouras er gêr-se. An dud a c'houklenne gantañ sevel o foltred ne oant ket ken pinvidik hag ar re bet livet gant Antonis Mor ha Willem Key, met pa seller ouzh e daolennoù e weler e oa desket ha donezonet.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]