Mont d’an endalc’had

Mestr aoter Malchin

Eus Wikipedia
Panelloù aoter da Varia en Iliz Itron Varia Rostock (e-tro 1430 - 1440)

Mestr aoter Malchin (alamaneg: Meister des Malchiner Altar) a oa ul livour alaman hag a labouras e Hamburg e-pad lodenn gentañ ar 15vet kantved. Dont a ra e anv eus panelloù diavaez an aoter da Varia a livas en Iliz-veur Sant Yann e Malchin. Heñvel eo al livadurioù-se ouzh re Mestr Francke, ha da gentañ e voent liammet ouzh panelloù diavaez aoter Sant Jord e Wismar,[1] hag ivez gant tammoù eus un aoter-ar-c'hroazstagadur en Iliz Itron Varia Rostock[2] Hiziv an deiz e vez roet panelloù aoter an tri roue (iliz Sant-Yann, Rostock) d'ul livour all.[3].

  1. Friedrich Schlie: Die Kunst- und Geschichts-Denkmäler des Grossherzogthums Mecklenburg-Schwerin., in Die Amtsgerichtsbezirke Wismar, Grevesmühlen, Rehna, Gadebusch und Schwerin. Schwerin 1898, adembannet Schwerin 1992, pp. 76 - 77 ISBN 3910179061
  2. Alfred Stange: Deutsche Malerei der Gotik. 1938, p. 202
  3. H. Busch: Meister des Nordens. Die altniederdeutsche Malerei 1450 - 1550. Hamburg 1943, p. 64