Mont d’an endalc’had

Merceditas Valdés

Eus Wikipedia
Merceditas Valdés er bloavezhioù 1950

Merceditas Valdés pe Mercedes Valdés Granit (24 a viz Gwengolo 192213 a viz Mezheven 1996[1]), a oa ur ganerez kuban hag a gane kanaouennoù eus an doare afrokuban. Ganet e oa e Cayo Hueso, Centro Habana e 1922. He zad Ángel Valdés, anavezet evel Angelito "El Dichoso", a oa soner e laz Ignacio Piñeiro, Los Roncos. Leanez e voe da gentañ gant an Hermanas Oblatas de la Providencia.

En 1949 e voe an hini gentañ eus ar santería a voe enrollet he c'hanaouennoù. E deroù ar bloavezhioù 1960 e reas hec'h albom kentañ, pa oa bet nevez broadelaet en enrollañ pladennoù gant ar gouarnamant dispac'hel. Peuzankouaet e oa pa reas pladennoù en-dro er bloavezhioù 1980 gant arzourien evel Frank Emilio Flynn hag al laz rumba Yoruba Andabo.

He c'hlevout a reer ivez er bladenn Spirits of Havana, gant ar Ganadianez Jane Bunnett. Kanañ a zalc'has d'ober betek he marv e 1996.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]