Ment
Neuz
Ar vent (liester : mentoù) a zo da gentañ holl ur c'hementad egor, da lavaret eo an tolz (ar volum). Implijet e vez koulskoude koulz evit an traoù fetis (traezennoù, bevien, torosennadur hag all) ha traoù difetis (ment ar son pe ar sonerezh). Pa vez kaoz eus un dra fetis e c'heller muzuliañ an hed, al led hag an uhelder ha pep eus an elfennoù muzuliañ a zo ur vent ivez (gallout a reer muzuliañ an 3 ment a zo en un hirgarrezenn evit jediñ an holl ment = an tolz).
Evit traezennoù zo e reer ment eus an hirder pe an uhelder nemetken : ment an dud (hag al loened), ment skouer ar botoù hag an dilhad, ment ul levr.
Gerioù kar dre o ster
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gerioù deveret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Anvioù-gwan: divent, mentek (a zo un anv-familh)
- Mentoniezh
- Mentad
- Mentadur
- Mentataer
Gerioù gant ment enno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwrezventer, gwrezventerezh
- Kornventer, kornventerezh
- Padventer, padventerezh