Menez Rundle
Neuz
Menez Rundle zo ur menez e Kanada, e proviñs Alberta, nepell diouzh Banff. Sevel a ra betek 2 949 metr a uhelder[1]. Emañ e-barzh Park Broadel Banff, er Menezioù Roc'hellek.
Graet e veze Waskahigan Watchi anezhañ[2] e krieg, yezh ar bobl amerindian a oa o vevañ er vro, a-raok ma voe anvet "Menez Rundle", e 1858, en enor da Robert Rundle, ur pastor metodist a oa misioner e kornôg Kanada er bloavezhioù 1840.