Mont d’an endalc’had

Denali

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Menez Denali)
Menez Denali

Denali, diagent Menez McKinley (Mount McKinley e saozneg), en Alaska, eo ar menez uhelañ en Amerika an Norzh, gant 6 168 metr uhelder. E 1913 e savas tud warnañ evit ar wech kentañ.

Abaoe 1975 eo « Denali » — eus ar c'hoyukoneg, hag a dalv "an hini uhel", an anv a vez graet gantañ gant tud ar vro — an anv a zo bet dibabet gant Alaska ent-ofisiel, met hervez an United States Board on Geographic Names e oa Mount McKinley bepred, diwar anv ar prezidant William McKinley, un anv roet e 1897, rak nac'h a rae Stad Ohio, ma oa genidik William McKinley, e vije distroet war an anv-se. D'an 30 a viz Eost 2015, ar prezidant Barack Obama a roas da c'houzout e vefe Denali an anv nemetañ.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.