Memento Park
Neuz
Memento Park pe Szobor Park « Park an delwennoù » zo ur mirdi dindan an amzer e kêr Vudapest. Gouestlet eo da reiñ da ziskouez spouroni an hollveliegezh komunour a oa bet war Hungaria dre an delwennoù bet savet da enoriñ ar gomunouriezh.
« Ur sell diwezhañ dre ar Rideoz-houarn [...] Kantadoù a donennadoù a gomunouriezh »
- — Sturlevr ofisiel gant Burev an douristelezh e Budapest, 2011
Istor Memento Park
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude freuz-stal ar bloc'h Soviedel ha fin ren Republik Poblek Hungaria, kuzul-kêr Budapest a zivizas er bloavezh 1991 lemel an holl lec'hioù-enoriñ d'ar gomunouriezh, 41 anezho.
Lakaet int bet war ziskouez en ul lec'h hepken, ur mirdi test eus an hollveliegezh komunour a oa bet war ar vro.
An tisavour Ákos Eleöd a oa bet ar maout gantañ a-benn bezañ urzhier ar mirdi nevez dindan stumm ur park bet digoret e 1993[1].
Ur sell war Memento Park
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ur sell diwar-nij
-
Skritell Memento Park
-
Gweladennerien er Park
-
Delwenn Lenin ha lod arouezioù all eus ar gomunouriezh
-
Soudard an Arme Ruz
Liammoù Diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel Memento Park
- Pajenn Facebook Memento Park
- Kont Twitter Memento Park
- Filmig tañva Memento Park (Chadenn YouTube Ofisiel burev an douristelezh Budapest)