Melusine von der Schulenburg
Ehrengard Melusine von der Schulenburg, Dugez Kendal ha Dugez Munster (1667 – 1743), a oa ur gontez alaman, dimezell a enor gant Sophie von der Pfalz, pried Ernst August, a oa dilenner Hannover abaoe 1698.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Keniterv e oa da Dorothea von Velen, serc'h da Johann Wilhelm II, dilenner Pfalz, naplezek ha divugel.
Dont a reas Melusine da vout serc'h Georg Ludwig, mab da Ernst August, ha tri bugel da vihanañ he doe gantañ.
Bro-Saoz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa voe anvet Georg Ludwig da roue Bro-Saoz e 1714 ez eas gantañ di da chom. Eno e voe anvet da Zugez Munster, en Iwerzhon.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir merc'h he doe
- Anna Luise (1692 - 1773), kontez von Delitz, dimezet da Ernst August von dem Bussche-Ippenburg
- Petronella Melusina (1693- 1778), kontez Walsingham, dimezet da Philip Stanhope, 4. Earl of Chesterfield
- Margarethe Gertrud (* 1701; † 1728), kontez Oeynhausen, dimezet da Albrecht Wolfgang Graf zu Schaumburg-Lippe
Marv Georg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Georg e 1727. Goude e varv he doe ur vran a grede dezhi e oa ar roue deuet en-dro d'he bete[1].
Mervel a reas Melusina e 1743, ha dizimez e oa, nemet e vije dimezet e kuzh da George Iañ, evel a gred lod.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Deary, Terry. Cruel Kings and Mean Queens. London: Scholastic, 1995. p. 42.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dietrich Werner Graf von der Schulenburg, Hans Wätjen: Geschichte des Geschlechts von der Schulenburg 1237-1983. Hempel, Wolfsburg 1984, ISBN 3-87327-000-5
- Ragnhild Hatton: George I, Elector and King. Thames and Hudson, London 1978, ISBN 0-500-25060-X