Matte painting
Ar matte painting a zo un doare da filmañ en ur livañ ur c'hinkladur en ur leuskel lec'hioù goullo, e-lec'h ma vo lakaet unan pe veur a leurenn bet filmet en a-raok.
An doare mañ a servij d'ober kalz a ginkladur disheñvel hep bezañ rediet da sevel endroioù bras. Implijet eo bet kalz er filmoù skiant faltazi (evel Star Wars da skouer), peogwir e c'haller ijinañ ar pezh a venner.
Doareoù kozh d'ober
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e veze implijet livaj akrilek war panelloù gwer evit ober taolennoù gant mentoù disheñvel (taolennoù daou vetrad karrez dreist-holl), gant tammoù dislivet e lec'hioù a zo. Ur gwir leurenn a oa troet er memes koulz en ur zoujañ d'an toulloù bet laosket war an daolenn wer. Bez' e oa tri doare da lakaat asambles an en-dro bet livet hag al leurenn gant an aktourien :
- bannañ en a-raok : al leurenn bet filmet a veze bannet war ur blakenn wer hanter-lufrus hag an hollad a veze filmet ur wech c'hoazh gant ur c'hamera all ;
- bannañ dre a-dreñv : al leurenn a veze filmet a-drek ar blakenn wer, gwelet dre dreuzwel, hag an hollad a veze filmet ur wech c'hoazh gant ur c'hamera all.
- skeudenn dre guzh : filmet e veze ar senenn gant ur c'huzh war un tamm eus ar c'hamera. Implijet e veze war-dro 60 metrad koc'henn hag a veze bannet war ur blakenn a veze livet. An aktourien a wele mat troad ar c'huzh hag a c'helle c'hoari ar senenn. Ur wech echuet ar matte painting e veze implijet ar memes koc'henn evit filmañ an endro bet livet a-raok hepken. Evel-se e oa er film ur meskaj eus an div leurenn : an eil gant an aktourien hag eben gant an endro. Gwellaet a-galz e veze perzh ar film gant an doare-mañ, met diaes-tre e oa kaout un disoc'h mat abalamour d'ar berniadur a c'halle c'hoarvezout. Implijet eo bet memes tra evit rann IV ar film Star Wars (
Distro ar Jedi
).
Diouzh padelezh ar senenn e kemm live munudoù al livadurioù war wer : dindan peder eilenn ne vo ket gwelet ar munudoù gant al lagad, goude dek eilenn e vo ret strivañ war ar munudoù. Ur senenn filmet war an deiz a c'houlenno muioc'h a labour eget unan diouzh noz. Ouzhpenn-se e vez labouret muioc'h war kreiz an oberenn eget war he bord dre ma vez sellet aze da gentañ.
Doareoù nevez d'ober
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En deiz a hiziv, ar matte painting a zo graet gant an urzhiataer, gant un doare 3 ment
(3D) peurvuiañ, evit dont da vezañ ur gwir endro niverel. Ret eo ober meur a gwiskad en ur veskañ an aktourien hag an endro.