Mont d’an endalc’had

Masaneg

Eus Wikipedia

Ur yezh tchadek eus skourr ar yezhoù masek eo ar masaneg (masana, masa, banana) komzet gant tro-dro da 212 000 den en holl e mervent Tchad (109 093 den e 1993) hag e Kameroun (103 000 den e 1982).

Nav rannyezh zo.

  • yagwaeg (yagwa, yagoua)
  • bongoreg (bongor)
  • wimaeg (wina, viri)
  • walieg (walya, walia)
  • domoeg (domo)
  • gizayeg (gizay, guissey, gisey)
  • bougoudoumeg (bugudum, budugum)
  • goumayeg (gumay, goumaye)
  • hameg (ham)

Komprenet e vez ar yagwaeg gant tud a ra gant ar rannyezhoù all.

Notenn
  • Implijet e vez an termen banana ("bananezeg", yezh ar bananez) gant pobladoù tro-war-dro evit ober goap eus an dud a ra gant ar yezh-mañ.