Mary Poppins Returns

Eus Wikipedia
Logo ar film Mary Poppins Returns
Mary Poppins doare 1964, Julie Andrews

Mary Poppins Returns zo ur film sonerezh moliac'h stadunanat embannet e 2018 ha sevenet gant Rob Marshall.
Ar senario zo bet skrivet gant David Magee hag an istor gant Magee, Marshall ha John DeLuca.

Savet eo diwar ar rummad levrioù Mary Poppins gant P. L. Travers. Ar film zo un heuliad d'ar film eus 1964 anvet Mary Poppins ivez.
E-touez aktourien film 2018 emañ Emily Blunt evit Mary Poppins, Lin-Manuel Miranda, Ben Whishaw, Emily Mortimer, Julie Walters, Dick Van Dyke, Angela Lansbury, Colin Firth ha Meryl Streep.
An istor a c'hoarvez er bloavezhioù 1930 e Londrez, 25 bloaz goude ar film kentañ. Mary Poppins, magerez Jane ha Michael Banks, a zistro ur bloavezh goude un darvoud mantrus er familh.