Marv Casagemas
Marv Casagemas zo anv un eoullivadur, dezhañ 150 cm x 90, graet e 1901 gant al livour spagnol Pablo Picasso.
Emañ e Mirdi Broadel Picasso, e Pariz.
Dremm an den marv a weler en daolenn eo hini Carlos Casagemas, mignon da b-Picasso, nevez emlazhet e Pariz, e miz C’hwevrer 1901.
Ul livadur all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul livadur all zo diwar-benn obidoù Casagemas, anvet Evocation (Eñvoradur), livet e 1901 ivez. Er Musée d'Art Moderne de la Ville de Paris emañ hennezh, profet gant hêred Ambroise Vollard (1950).
Istor an div daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kuitaat Barcelona a reas Picasso en 1900, gant e genseurt Casagemas, da vont da Bariz. Bod a voe kavet gante e Montmartre, ha teir flac'h yaouank, a veze patromoù gant livourien: Louise, Odette ha Germaine. Ma 'z eas sot-pitilh Casagemas gant an deirvet, dañserez er Moulin-Rouge, lorc'hus ha gwrezus. Ne voe ket ar paotr evit gouzañv he darempred gant ur ministr, a vage anezhi, ha ne felle ket dezhi e guitaat. Klask a reas Casagemas lazhañ ar plac'h gant ur bistolenn er c'h-Café de la Rotonde, en miz C'hwevrer 1901, hag en em lazhañ goude. C'hwitet e voe e daol war ar Germaine, warnañ avat ne oa ket.
N’edo ket Picasso war al lec’h d’ar poent, nemet dont a ray eus Barcelona, da chom e stal-labour e vignon ur pennad. .
Dousig Picasso e teuas Germaine da vezañ, ha da gontañ dezhañ poanioù e gamarad. Glac’haret e vo gant ar marv skrijus a hento e oberenn betk fin e vuhez. E dibenn ar bloaz e vo liammet gantañ marv Van Gogh, ken skrijus all, ouzh hini e vignon, hag implij a ray al livioù e doare al livour hollandat.
Diwezatoc'h e konto d'an arzvarnour Pierre Daix: "En ur soñjal e Casagemas eo e oan kroget da livañ en glas."
N'eo nemet e 1966 e vo diskouezet gant Picasso taolennoù ar prantad glas.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Al livadur "Marv Casagemas" e lec’hienn ofisiel Mirdi Broadel Picasso Pariz.
- Al livadur "Evocation"