Martin Braga

Eus Wikipedia
Martin Braga

Avieler Galiza hag arc'heskob Braga e oa Sant Martin Braga (Martiño e galizeg, Martinho e portugaleg), pe Martinho de Dume.

Deizioù ar sizhun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un den a-bouez eo bet en istor ha sevenadur portugalek. Dre ma kave dezhañ e oa digristen reiñ anvioù pagan da zeizioù ar sizhun (Lunae dies, Martis dies, Mercurii dies, Jovis dies, Veneris dies, Saturni dies ha Solis dies), e tivizas ober gant an anvioù Feria secunda, Feria tertia, Feria quarta, Feria quinta, Feria sexta, Sabbatum, Dominica Dies hag a zo bet miret e portugaleg (segunda-feira, terça-feira, quarta-feira, quinta-feira, sexta-feira, sábado ha domingo), un dra n'eus c'hoarvezet e yezh all ebet.