Markermeer
Neuz
Ar Markermeer, da lavaret eo Lenn Marken, anvet ivez a-wechoù Zuidelijk IJsselmeer (IJselmeer ar c'hreisteiz), zo ul lenn eus an Izelvroioù. En em astenn a ra war 700 km2 etre proviñsoù Flevoland ha Noord-Holland, el lec'h ma oa goueled ar Zuiderzee gwechall. An eil lenn vrasañ eo en Izelvroioù, goude an IJsselmeer.
Savet e oa bet e 1976, pa oa bet rannet an Ijsselmeer gant ur chaoser anvet Houtribdijk, a gas eus Lelystad da Enkhuizen. Ar soñj a oa d'ar mare-se da zisaniañ ha disec'hañ goueled an IJsselmeer kozh d'ober polderioù el lodenn-se. Evit meur a abeg (manifestadegoù ekologourien, diaesterioù teknikel...) e voe dilezet ar soñj-se.