Markdown

Eus Wikipedia

Markdown zo ul lavar merkañ, krouet e 2004 gant John Gruber hag Aaron Swartz, implijet e kalz meziantoù kenlabourat, da skouer Github, Gitlab, Reddit ha StackExchange. Dre ma n’eus standard ebet e kaver meur a stumm anezhañ: CommonMark, Github Flavored Markdown, GitLab Flavored Markdown, ha re all.

Anavezet eo bet Markdown gant an IETF (Internet Engineering Task Force) dindan anv text/markdown[1],[2].

Elfennoù Markdown[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talbennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un talbenn, titl ur rannbennad, a zo # he lizherenn gentañ.

# Talbenn live 1
## Talbenn live 2
### Talbenn live 3
…
###### Talbenn live 6

Un doare all a zo evit ranbennadoù a live 1 ha 2 :

Talbenn live 1
==============

Talbenn live 2
--------------

Stumm an destenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

*Stouet a vo al lizherennoù er frazenn-mañ* _hag er frazenn-se_.

**Tev a vo al lizherennoù er frazenn-mañ** __hag er frazenn-se__.

Arroudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Menegiñ un arroudenn a vez graet gant > e deroù pep linenn.

> Hep dec’h hag hep warc’hoazh
> Hiziv ne dalv ket c’hoazh
>    — Pêr-Jakez Helias

Rolloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant *, -, pe + e saver listennoù.

Da ober a-raok mont da gousket:
* boueta ar pesked
* serriñ an nor
* lazhañ ar gouloù

Listennoù niveret a c’heller sevel ivez. Ret eo skrivañ sifroù, met n’eus forzh pere : lakaet vo 1, 2… hag all gant ar meziant a lenn Markdown.

Da ober em buhez:
1. bezañ ganet
2. studiañ
7. labourat
42. mervel

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]