Mont d’an endalc’had

Markas Luckis

Eus Wikipedia

Markas (Marcos) Luckis a zo bet ganet d'ar 17 a viz Genver 1905 ha marvet d'an 9 a viz C'hwevrer 1973.

Ur c'hoarier echedoù lituanian hag arc'hantinat e oa.

Markas Luckis a c'hoarias e skipailh broadel Lituania e-doug pemp Olimpiad Echedoù ofisiel hag unan diofisiel:

  • e miz Gouere 1931, ouzh an dablenn-mir er 4vet Olimpiad e Praha (Tchekoslovakia) (+5 –4 =6),
  • e miz Gouere 1933, ouzh ar bedervet tablenn er 5vet Olimpiad e Folkestone (Bro-Saoz) (+3 –4 =1),
  • e miz Eost 1935, ouzh an dablenn-mir er 6vet Olimpiad e Varsovia (Polonia) (+ 8 -2 = 8),
  • e miz Eost 1936, ouzh ar bedervet tablenn en Olimpiad diofisiel e München (Alamagn), (+9 –2 =9),
  • e mizioù Gouere hag Eost 1937, ouzh ar bedervet tablenn er 7vet Olimpiad e Stockholm (Sveden) (+7 –1 =9),
  • e mizioù Gouere hag Eost 1939, ouzh an deivet tablenn en 8vet Olimpiad e Buenos Aires (Arc'hantina) (+7 –8 =5).

Tapout a reas ur vedalenn argant e 1936 ha div arall en arem e 1935 ha 1936. Abalamour d'an Eil brezel bed, kroget p'edo c'hoazh e Buenos Aires, e kavas furoc'h chom en Arc'hantina.

Partiennoù dedennus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]