Marianne Jean-Baptiste
Marianne Raigipcien Jean-Baptiste, pe Marianne Jean-Baptiste, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1967 e Londrez (Bro-Saoz), zo un aktourez saoz, a orin eus Antigua-ha-Barbuda ha Santez-Lusia. Studiet he deus er Royal Academy of Dramatic Art e Londrez ha c'hoariet er Royal National Theatre. Ken brudet eo e metoù ar c'hoariva e Londrez evel er bed abalamour d'he filmoù, met brudetoc'h c'hoazh eo abalamour d'ar skinwel.
C'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneg a oa anezhi e 1994 evit ar Ian Charleson Award abalamour d'he c'hoari e-barzh Measure For Measure gant ar gompagnunezh Cheek by Jowl.
Kanerez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn he labour aktourez he deus enrollet ur bladenn ma kan blues.
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet he deus sonerezh ar film Career Girls, kaset da benn gant Mike Leigh e 1997 .
Barzhoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hi an hini a lenn ar "Sonnet 15", gant William Shakespeare, er bladenn When Love Speaks (EMI Classics) embannet e 2002.
He filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2010 : Takers.
- 2008 : City of Ember
- 2006 : Jam
- 2001 : Spy game , evel Gladys Jennip
- 2000 : New Year's Day (2001) evel Veronica
- 2000 : The Cell , evel Dr Miriam Kent
- The 24 Hour Woman (1999) as Madeline Labelle
- The Murder of Stephen Lawrence (1999) as Doreen Lawrence
- 1999 : 28 Days, evel Roshanda
- 1998 : How to Make the Cruelest Month , evel Christina Parks
- 1998 : Murder of Crows
- 1997 : Mr. Jealousy
- 1996 : Secrets & Lies,evel Hortense Cumberbatch
- 1991 : Once Upon a Time
Er skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cracker (1994) , heuliad-skinwel saoz
- Without a Trace (2002 - 2009), heuliad-skinwel stadunanat, evel Vivian Johnson.
Without a Trace
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er filmoù-see c'hoari ur boliserez eus an FBI , Vivian Johnson, klañv he c'halon, ur mab dezhi da sevel.