Maria Teresa Spagn (1638-1683)
Neuz
(Adkaset eus Maria Tereza Spagn (1638-1683))
- Pennadoù Maria Tereza, Maria Tereza Aostria, ha Maria Tereza Spagn (1726-1746) zo ivez.
María Teresa de Austria pe María Teresa de Habsburgo e spagnoleg, pe Maria Theresia von Spanien (1638–1683), pe von Österreich en alamaneg, pe Maria Tereza Spagn e brezhoneg, ganet en El Escorial d'an 10 a viz Gwengolo 1638, marvet e Versailhez d'an 30 a viz Gouhere 1683, a oa ur briñsez spagnol, deuet da vezañ Rouanez Bro-C'hall. Ur pennadig e voe rejantez en 1672 pan eas Loeiz XIV da weladenniñ an arme c'hall o vrezeliñ en Izelvroioù.
He zud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Felipe IV, roue Spagn ha d'ar briñsez c'hall Elesbed Bro-C'hall (1602-1644). Dimezet e voe d'ar roue gall Loeiz XIV.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hwec'h bugel he deus bet:
- Loeiz Bro-C'hall (1661-1711), Daofin Bro-C'hall,
- Anne Élisabeth Bro-C'hall (18 a viz Du- 1662),
- Marie Anne Bro-C'hall (16 a viz Du - 1664)
- Marie Thérèse, la Petite Madame (1667-1672), marvet da bemp bloaz,
- Philippe Bro-C'hall, duc d'Anjou (1668-1671), marvet da dri bloaz,
- Louis François Bro-C'hall, duc d'Anjou ( 14 a viz Mezheven - 4 a viz Du 1672).