Maria Leopoldine Aostria-Tirol

Eus Wikipedia
Maria Leopoldine, poltredet gant Lorenzo Lippi, 1649, Kunsthistorisches Museum, Vienna

Maria Leopoldine Aostria-Tirol (6 a viz Ebrel 1632, Innsbruck – 7 a viz Eost 1649) a oa merc'h da Leopold V Aostria-Tirol, arc'hdug Aostria, ha da Claudia de' Medici

Dimeziñ a reas da Ferdinand III an Impalaeriezh Santel (1608–1657), 24 bloaz koshoc'h egeti, d'an 2 a viz Gouere 1648.

Mervel a reas diwar wilioud d'ar 7 a viz Eost 1649, da 17 vloaz.