Mont d’an endalc’had

Mari Bro-Saoz (1344-1362)

Eus Wikipedia
Maen-bez Mari Bro-Saoz
Maen-bez Mari Bro-Saoz

Mari Bro-Saoz, pe Mari Plantagenêt, pe Mary of Waltham e saozneg, (1344-1362), merc’h da roue Bro-Saoz Edouarzh III ha da Philippa de Hainaut, a voe dugez Breizh goude hec'h eured e 1355 gant Yann IV (dug Breizh).

Dimezet e voe war-dro 1355 (er bloavezh-se e oa 11 vloaz) da Yann IV (1339 -1399) a veve ganti.


E 1360 ez eas da chom gant he c'hoar-gaer Blanche of Lancaster. E 1361 e voe eured Mari ha Yann e Woodstock Palace, ha neuze e voe anavezet da zugez Breizh. Dindan un tregont sizhun e troas klañv, moredet dalc'hmat, hag e varvas e miz Meurzh 1362. Beziet e voe en abati Abingdon e-kichen he c'hoar Margaret, kontez Pembroke, marvet un toullad sizhunvezhioù en he raok.

Yann a zimezas adarre, da gentañ e 1366 da Janed Holland, keniterv d'ar roue Richarzh II, ha goude da Janed Navarra, e 1386. Un delwenn dezhi a weler e-kichen bez Edouarzh III en abati Westminster. Morse ne daolas troad war douar Breizh.

  • Troet diwar ar wikipedia saoznek.