Margarete von Babenberg
Margarete von Babenberg (1205–1266), pe Margareta von Österreich (en alamaneg), pe Markéta Babenberská (e tchekeg), pe Marc'harid Aostria (e brezhoneg), a oa ur briñsez eus Stiria, pried da Ottokar II Přemysl, roue Bohemia.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Leopold VI Aostria (Babenberg) ha da Teodora Angelina, eus tiegezh impalaerel Bizantion. O merc'h henañ e oa, ha c'hoar e oa da Friedrich II Aostria, an diwezhañ dug eus an Tiegezh Babenberg a varvas divugel en 1246, ma savas bec'h diwar-benn an hêrezh.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas
- da Herri II Sikilia, mab da Friedrich II Hohenstaufen ha d'e gentañ pried, Constanza de Aragón y Castilla. Anvet e voe Herri da Rex romanorum, hag en em sevel a reas a-enep d'e dad;
- e 1252, dek vloaz goude marv he c'hentañ pried, da Ottokar, nevez anvet da z-Dug Aostria ha, bloaz goude, da roue Bohemia. Hi a oa 27 vloaz koshoc'h egetañ.
Abalamour d'ar Privilegium Minus e c'hallas Ottokar goulenn dugelezhioù Aostria ha Stiria. Margarete e oa an tostañ hêrez d'an dug diwezhañ .
Diwezh he buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Margarete n'halle ket kaout bugale ha torret e voe hec'h eured gant Otakar en 1260. Addimeziñ a reas ar roue d'ur vaouez yaouankoc'h Cunigunda de Eslavonia. Chom a reas Margarete e Bohemia.
Mervel a reas e 1266 ha hi divugel.
War he lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Otakar a viras Aostria, Stiria, Carintia ha Carniola, o lavarout e oa pennhêr da Vargarete, en o emglev dizimeziñ. En 1276 avat e voent tennet digantañ gant ar roue Rodolf Iañ Habsburg .