Maread ar c'hred

Eus Wikipedia

Maread ar c'hred a zo emled ha strizhadur ar c'hredoù skignet e ekonomiezh ur vro. Maread ar c'hred a zo unan eus an tri mekanik eus ar fluktuadurioù ekonomikel. An daou all a zo ar stroñs war ar c'hinnig hag ar stroñs war ar c'houlenn.

Anvet eo paradoks ar sioulder, efedoù kelc'hiadoù ar c'hred war ar fluktuadurioù. Da skouer, enkadenn ar Subprimes a zo aet en-dro get maread ar c'hred, met tremenet eo eus un aergelc'h gwellwelus, d'un aergelc'h gwallwelus.

Ar mont en-dro a zo an hini da heul :
Kregiñ a ra get digresk ar feur kampi, degas a ra ur c'hresk eus goulenn ar c'hredoù, hag erruet 'vez en aergelc'h gwellwelus ha brokerezh. Neuze an tiez-bank a grog da arc'hantañ raktresoù ekonomikel risklet hag a zegas un emled. Muioc'h mui a obererien ekonomikel ne c'hallont ket restaolañ o dle, neuze e koll arc'hant an tiez bank ha techet int da vezañ eveziekoc'h. Ar feurioù kampi a gresk, ha start eo en em arc'hantañ, degas a ra un digresk beveziñ hag un digresk postañ, hag an efed fin a zo ar rezeadur hag an dilabour.