Mont d’an endalc’had

Marcus Mosiah Garvey

Eus Wikipedia
Marcus Garvey e 1924

Marcus Mosiah Garvey pe Marcus Garvey, bet ganet d'ar 17 a viz Eost 1887 e Saint Ann's Bay (Jamaika) ha marvet d'an 10 a viz Mezheven 1940 e Londrez, a oa ur stourmer politikel a-bouez evit anaoudegezh gwirioù an dud du en XXvet kantved. Dont a ra e gentanv Moses pe The Black Moses eus ar profed Moizez. Diaraoger an hollafrikanouriezh e oa, ha meuliñ a rae unvaniezh ar re zu er bed a-bezh dre e gazetenn, The Negro World, ha soñjal a rae dezhañ e oa ret da ziskennidi ar sklaved zu distreiñ da Afrika (ar pezh a vez graet « Back to Africa » anezhañ).

Tremen a ra da brofed an emsav rastafari.