Marcus Gheeraerts an Henañ
Marcus Gheeraerts an Henañ (Brugge, c. 1520 – Londrez, c. 1590) a oa ul livour flandrezat hag a labouras ivez e Bro-Saoz ma reas poltredoù ha gweledvaoù dreist-holl.
Brudet eo e gartenn eus kêr Brugge ivez. Karel van Mander, en e levr Het Schilder-Boeck ("Levr al Livourien") embannet e 1604, a verk e oa kustum Gheeraerts da lakaat en e daolennoù ur vaouez o troazhañ e korn pe gorn.
E vab Marcus Gheeraerts ar Yaouankañ a labouras ivez e lez Bro-Saoz.