Marcha

Eus Wikipedia
Ur pennad March zo ivez.
Arabat meskañ gant Marche, unan eus rannvroioù Italia.

Lec'h Marcha er Frañs a-vremañ.

Marcha, pe la Marcha [lɒ ˈmartsɔ] en okitaneg, La Marche e galleg, a oa ur gontelezh en hanternoz Bro-Lemojez, en Okitania. Garait (Guéret) e oa ar gêr-benn.

Eus ar proviñs d'an departamantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispennet eo bet ar proviñs pa oa savet an departamantoù gall. An tamm brasañ a zo e departamant ar C'hreuse, un tamm bras all a zo en hini an Haute-Vienne, ha tammoù a zo er Charente, er Vienne, hag en Indre.

Kartenn ar Marcha rannet.