Marcelo Rebelo de Sousa

Eus Wikipedia
Marcelo Rebelo de Sousa e 2018.

Marcelo Rebelo de Sousa, ganet d'an 12 a viz Kerzu 1948 e Lisbon, zo ur politiker eus Portugal.
Kelenner war ar gwir eo bet e skol-veur Lisbon hag aet e oa da sekretour-stad ha goude da vinistr e gouarnamant mirour Francisco Pinto Balsemão etre 1981 ha 1983. Dilennet e voe da brezidant ar Strollad Sokial-Demokrat portugalat e 1996 ha kuitaat a reas renerezh ar gostezenn-se e 1999. Lakaet e voe da ezel eus ar C'huzul Stad portugalat etre 2000 ha 2001, hag adarre e 2007.

Unan eus saverien ar sizhunieg Expresso eo bet, ha labouret en deus ivez evit chadennoù skinwel e Portugal. Evel-se en deus tapet brud.

D'ar 24 a viz Genver 2016 e oa bet dilennet da brezidant Republik Portugal, en dro gentañ, evit ur respetad pemp bloaz. Addilennet eo bet d'ar 24 a viz Genver 2021.

En e raok :
Aníbal Cavaco Silva
Prezidant Portugal
20162021
20212026
War e lerc'h :

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.