Mont d’an endalc’had

Marc Dutreeuw

Eus Wikipedia

Marc Dutreeuw a zo bet ganet e 1960 e Belgia.

Mestrc'hoarier echedoù belgiat.

Mestr Etrebroadel eo.

Kampion Echedoù Belgia e voe e Geel e 1996.

E miz Here 2007 edo 2 388 e renk Elo.

Digeriñ a ra alies gant 1. e4 .

E Tournamant Open Brasschaat e miz Eost 2004, dont a reas ar maout gantañ.

Adalek an 2 a viz Gouere betek an 10 a viz Gouere 2005, c'hoari a reas e Kampion Belgia a voe en Aalst . Trede e voe gant 5,5 poent.

Adalek an 20 a viz Eost betek an 28 a viz Eost 2005 e kemeras perzh e Brasschaat en Tournamant "Open"; seizhvet e voe gant 6,5 poent diwar 9.

Stadegoù e Simbase

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an diellaoueg echedoù Simbase, diwar 578 partienn, Dutreeuw en deus :

  • gounezet 199 partienn,
  • kollet 169 fartienn,
  • nulaet 210 partienn.

52 eo e dregantad a drec'hoù neuze.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]