Mont d’an endalc’had

Marc'harid de L'Aigle

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Marc'harid de Laigle)

Marc'harid de L'Aigle, pe Marguerite de l'Aigle (e galleg), pe Margarita de L’Aigle (e spagnoleg), ganet en 1104, ha marvet e 1141, a oa ur briñsez c'hall, hag a zeuas da vout rouanez Navarra pa zimezas en 1130.

Merc'h e oa da Gilbert de l'Aigle ha da Juliette du Perche. He zud-kozh a-berzh tad e oa Richer of L’Aigle ha Judith d’Avranches, he zud-kozh a-berzh mamm e oa Jafrez II Perche, Kont Perche ha Mortagne, hag he fried Beatrice of Montdidier. Choar e oa da Richer of L’Aigle, a voe Baron L'Aigle war-lerc'h e dad. Keniterv a bell e oa d'ar rouanez Felicia de Roucy, a oa dimezet e 1076 da Sancho Ramírez, roue Aragon, goude dezhañ terriñ e eured kentaén da Isabel de Urgell.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marguerite de l'Aigle a zimezas en 1130 d'ar roue García V Navarra.

Tri bugel o doe, a renas o -zri e teir bro:

Darempredoù fall o doe an daou bried rak serc'heged he devoa ar wreg a-hervez, ha troet e oa da glask harpañ tud he ziegezh. Ur mab all he doe, anvet Rodrigo, met he fried a nac'has en anavezout evel e vab, ha zoken goude marv e wreg. An holl a rae ur bastarde anezhañ, nemet e c'hoar henañ Marc'harid.

Mervel a reas-hi e 1141, hag addimeziñ a reas he fried.