Marc'harid Stewart (Daofinez Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Marc'harid Stewart, pe Marc'harid Bro-Skos

Marc'harid Stewart (1424–1445) a oa ur briñsez skosat, merc'h da Jakez Iañ Bro-Skos ha Joan Beaufort (1404-1445), ha Daofinez Bro-C'hall. Merc'h henañ Rouaned Skos e oa, ha c'hoar da Jakez II Bro-Skos Dimezet e voe en 1436 d'an Daofin gall, an hini a voe Loeiz XI. Bugel ebet n'o doe. Ganti e teuas soudarded skosat a servijas ar roue gall. Diwar istor ar wazed-se eo e voe savet Quentin Durward, romant Walter Scott. Mervel a reas divugel da 21 bloaz. Beziet e voe e Thouars.

Bez Marc'harid Stewart e Thouars, e Bro-C'hall.


Goude he marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Addimeziñ a reas Loeiz XI diwezhatoc'h da Carlotta di Savoia (1440-1483) hag eizh bugel o doe.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]