Mara Patagonia
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Rodentia | ||
Kerentiad : | Caviidae | ||
Genad : | Dolichotis | ||
Anv skiantel | |||
Dolichotis patagonum (Zimmermann, 1780) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Mara Patagonia (Dolichotis patagonum) a zo ur c'hrigner hag a vev er pampa, e kreiz ha su Arc'hantina.
Stumm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 8 ha 16 kg eo e bouez ha war-dro 70 cm hirder e gorf, gant ul lost bihan 5 cm. Gell-gris eo e vlevenn war e gein ha gwenn war e gof.
Pevar biz a zo d'e bavioù a-raok ha 3 d'e bavioù a-dreñv, an holl anezho gant skilfoù lemm.
Parañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'houbladoù a chom asambles a-hed o buhez, ha parañ a reont div pe deir gwech ar bloaz (an aliesañ e kreiz ar goañv hag en nevezamzer). An dougen a bad 3 miz ha ganet e vez un torad etre 1 ha 3 c'holen ennañ.
Bodet e vez kelin meur a goublad (betek 15 anezho) en un douarenn ma vezont desavet holl asambles. Pep koublad a ya d'e dro en douarenn da reiñ bronn d'e hini bihan.
Tizhout a ra mara Patagonia e oad gour da 2-3 miz evit ar parezed ha 6 miz evit ar pared.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberiant eo diouzh an deiz ha tremen ul lodenn vat eus e amzer o tommheoliañ.
Bevañ a ra a-goubladoù dreist-holl met a-wechoù en em vod a-strolladoù bras (betek 70 loen).
Dilec'hiañ a ra ar mara o kerzhet, o lammat evel ur c'honikl pe o c'haloupat (betek 45 km/eur).
En em vagañ a ra diwar geot hag a bep seurt plant.
Arvar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En arvar da vont da get emañ mara Patagonia, dreist-holl evit daou abeg:
- distruj e lec'h-bevañ
- kevezerezh gant ur bronneg degaset gant mab-den: gad ar C'hab.