María Elena (kanaouenn)

Eus Wikipedia

María Elena zo ur ganaouenn spagnolek savet gant ar sonaozer mec'hikan Lorenzo Barcelata e 1932 da bried prezidant Republik Kevredadel Mec'hiko.

Klevet e vez e meur a film : da gentañ er film saoznek Bordertown e 1935, ma weler Paul Muni ha Bette Davis ; bloaz goude, er film mec'hikan María Elena e 1936.

Komzoù saoznek zo bet savet gant Bob Russell, hag enrollet e voe ar ganaouenn e 1941 gant laz-seniñ Jimmy Dorsey ma kane Bob Eberly[1].

Brudet e voe dre ar bed-holl gant un enrolladur, sonet hepken, gant Los Indios Tabajaras e 1963[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Decca Records 3698.
  2. YouYube.