Mont d’an endalc’had

Manuel Suárez Fernández

Eus Wikipedia

Manuel Suárez Fernández oa ur beleg spagnol, ezel eus urzh ar Brezegerien, bet eo bet Mestr Urzh an Dominikaned etre 1946 ha 1954.

Ganet oa bet e Herias (Asturias) d'ar 5 a viz Du 1895. Aet eo da Anaon d'an 30 a viz Mezheven 1954 e Perpinyà (Katalonia).

Bet eo bet da gentañ e skol La Frecha. Mon a reas da skolaj an Dominikanded en Oviedo e 1905. Mont a reas goude da Skolaj Corias e Cangas del Narcea. Novis e voe e Padrón (Galiza). Studiañ a reas an deologiezh e kouent San Esteban e Salamanca. Eno e lidas e oferenn gentañ e 1924.

Studiañ a reas pelloc'h an deologiezh en Universidad Dominica de Corias. Studiañ a rae ar gwir ivez ha degemeret e voe doktor war ar gwir en Universidad Central.Studiañ a reas e Freiburg (Bro-Suis). Kelenner gwir er Skolaj Angelicum eo bet. Rektor eo bet ha war memes tro Prokulor e lez-varn ar Rota. Ezel eus meur a gomimison pabel.

D'an 20 a viz Gwengolo 1946 e voe dilennet 80vet Mestr Urzh an Dominikaned gant chabistr meur Roma, pevarzekvet spagnol o seveniñ ar garg-se.

Desket-kaer e komze pouezusañ yezhoù ar bed. War c'houlenn ar Pab Pi XII e kemeras perzh e kenaozadur an Emglev etre Bro-Spagn hag ar Vatikan.

O vont eus Roma da Las Caldas del Besaya (Cantabria) evit ren chabistr ar Proviñs oa d'en doe ur gwallzarvoud karr-tan. Lazhet e voe e sekretour ivez. Lidet eo bet o obidoù war an ton bras e Madrid. Kaset e voe ar c'horfoù goude da Caleruega.

Ezel oa eus Consejo Superior de Investigaciones Científicas (Kuzul uhel an imbourc'où skiantel), Grande de España (Den meur a Vro-Spagn) a gentañ klas oa,(hervez ur gwir bet roet gant roueed Spagn da hêred Sant Dominig e penn Urzh ar Brezegerien ; ha resevet en doa e 1950 la Gran Cruz de Isabel la Católica. Embannet en do e 1931 e Roma e levr De remotione parochorum.