Manto (merc'h Teiresias)
Neuz
Manto, merc'h Tiresias
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Tad | Tiresias |
| Breur pe c'hoar | Daphne |
| Pried | Alcmaeon, Rhacius |
| Kompagnun(ez) | Apollon |
| Bugel | Mopsos, Amphilochus, Tisiphone, Ocnus |
| Deskrivet dre | Hall of Manto |
Manto (henc'hresianeg : Μαντώ) a oa merc'h d'an diouganer Tiresias, e Thebai, hervez mojennoù Hellaz kozh[1]. Pa voe trec'het Thebai gant an Epigoned e voe kaset da Zelfi davet an doue Apollon. Peogwir e kave dezhañ e oa ken donezonet hag he zad e fizias enni orakl Klaros, en Azia. Ur mab he doe gant an doue, Mopsos.
Hervez Vergilius he dije roet hec'h anv da gêr Mantova en Italia.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Robert Harari et Gilles Lambert, 2000, Dictionnaire de la mythologie grecque et latine, Grand livre du mois