Mont d’an endalc’had

Manse Jolly

Eus Wikipedia
Manse Jolly
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Deiziad ganedigezh1840 Kemmañ

Manson Sherrill Jolly, pe Manse Jolly, ganet e-tro 1840 ha marvet e 1869, a oa ur Stadunanad, pempvet mab da Joseph Moorhead Jolly hag Anna Cole Sherrill. C'hwec'h breur ha peder c'hoar en devoa, unan anezho a oa marvet yaouank-flamm. Jolly zo bet brudet gant e feulster taer a-enep soudarded an Union Army lec'hiet en Anderson (South Carolina) goude fin Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Un dudenn damvojennel eo, gwelet evel un haroz e doare Robin Hood.

Hervez e baperioù milourel, Jolly a oa ur paotr oadet a 20 vloaz "six feet four inches high, ruddy complexion, blue eyes, red hair, and by profession a farmer, born in Anderson district in the state of S.C."[1]

Pemp breur dezhañ a zo marvet e-pad ar Brezel diabarzh stadunanat, hag ur c'hwec'hvet a zo en em lazhet goude. Posubl eo en dije graet se dre gudennoù spered liammet ouzh ar brezel. Ur wech distroet d'ar gêr e welas e oa bet skrapet an ti-familh gant soudarded eus an Union Army. Jolly a douas lazhañ pemp soudard "Yankee" evit pep hini eus e vreudeur bet lazhet e-pad ar brezel[2].

Jolly en doa heuliet e douadenn. Kuzhet e oa e koadeier e trowardroioù Anderson, ha taget en doa ar soudarded unanet nepell. Jolly en doa implijet taktikoù guerrilla, en devoa bet desket e-pad ar brezel dre ma oa sklêrijenner. Pa voe re zañjerus evitañ chom en Anderson, Jolly a dec'has da g-Cameron (Texas), da di kamaladed en Sherrill e 1867. Eno e varvas beuzet daou vloaz war-lerc'h pa oa o klask treuziñ ur stêr.

Beziet eo eno en Texas.

Traoù a zo disheñvel diouzh mojenn Manse Jolly an digoller. Tec'het e oa da d-Texas dre ma oa 700 dollar aour a oa roet evit tapout anezhañ. Eno e oa deuet da vezañ sheriff dre ma oa ur mailh war an armoù. En gwirionez, Manse Jolly ne oa ket e-unan met ur vandenn a oa gantañ, ar pezh a ra anezho bushwackers, torfedourien sokial hag a implije al Lost Cause evit digareziñ o emzalc'h torfedourien[3].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]