Manmohan Singh

Eus Wikipedia
Manmohan Singh

Manmohan Singh (ਮਨਮੋਹਨ ਸਿੰਘ en hindeg) (ganet d’ar 26 a viz Gwengolo 1932) zo ur politikour eus India. Kentañ Ministr e vro eo bet, ar 14vet hini en istor an Unaniezh, etre 2004 ha 2014. Ezel eo eus an Indian National Congress, hag eñ eo ar Sik kentañ aet da Gentañ Ministr India. A-raok bezañ anvet da Gentañ Ministr e oa bet Ministr an Arc’hant er bloavezhioù 1990 e gouarnamant Narasimha Rao. Gantañ e oa bet kaset da benn adreizh armerzh ar vro da neuze[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. India's architect of reforms, e lec'hienn ar BBC.