Mont d’an endalc’had

Man Gave Names to All the Animals

Eus Wikipedia

Man Gave Names to All the Animals zo ur ganaouenn saoznek gant Bob Dylan hag embannet e 1979 en e albom Slow Train Coming, ouzhphpenn ma oa bet embannet ivez en ur bladennig e broioù Europa. Berzh a reas e Bro-C'hall ha Belgia. Koulskoude e voe skrivet e oa ar gwashañ kanaouenn biskoazh skrivet gant Dylan. E 2013 e voe graet ur c'houlennadeg e-touez lennerien ar Rolling Stone Magazine ma voe lakaet "Man Gave Names to All the Animals" da 4e gwashañ kanaouenn Bob Dylan, ha "Gotta Serve Somebody", eus Slow Train Coming ivez, a voe lakaet da eil.

Lakaet eo bet e portugaleg gant Zé Ramalho, evel un toullad kanaouennoù all gant Dylan, hag anvet O Homem Deu Nome a Todos Animais. Kanet eo bet gant Zé Ramalho eta[1] ha gant Adriana da Cunha Calcanhotto[2].

  1. [1]
  2. [2]