Mont d’an endalc’had

Malgven

Eus Wikipedia

Malgven pe Malgwen(n), zo ur plac'h a zo bet faltaziet ha lakaet e-barzh mojenn Kêr Is, e dibenn an XIXvet kantved, gant an Elzasad romantel Édouard Schuré, marteze diwar ur vojenn eus ar C'hab Sizhun, hogen n'eo ket testeniet.

Brudet e voe gant Charles Guyot e deroù an XXvet kantved, en ur gontadenn.

Ur rouanez eus an hanternoz e oa Malgven, ha ren a rae e-kichen he fried kozh Harold pa zegouezhas gant ar roue Gradlon ha troas sot-pitilh gantañ. En lakaat a reas-hi da lazhañ he fried, hag int kuit da Vreizh war e varc'h, Morvarc'h. Bloaz e padas o beaj, genel a reas ur verc'h, Dahud, ha mervel.